31/05/2009

Grip ar moc'h a zegouezh e Kembre

Ur paotr 31 bloaz, hag a zo o paouez distreiñ eus ar Stadoù-Unanet, eo an hini kentañ e Kembre gant grip ar moc'h. E bro Caerffili (Caerphilly) emañ o chom hag emeur oc'h ober war e dro er gêr. Betek bremañ ne oa ket bet eus ar grip nevez-mañ nag e Kembre nag e biz Bro-Saoz.

http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2009/05/30/alert-as-swine-flu-arrives-in-wales-91466-23746256/

No comments: