Evit ar wech kentañ en istor ar gevredigezh ez eo bet dalc’het an emvod-bloaz e Merthyr Tudful. En Aberystwyth e vez dalc’het peurvuiañ, met ur wech da nebeutañ e oa bet e Kerdiz, pa oa Guto Rhys e karg, ha gwechall en em vodemp ivez, ur wech an amzer, e Tafarn y Groes nepell eus Dolgellau, en un ostaleri hag a zo dilezet bremañ hag e ratre fall.
Ul liamm anat zo etre Merthyr hag ar brezhoneg, rak e 1899 e oa aet an tad Vallée di:
'Kêr Verzer a zo e-kreiz ar vro c’hlaouüs-se. N’eo ket bras pa n’eus anezi nemet eur straed veur gant an hent a dreuz anezi. Nemet, a-nes hag a-bell, tro-war-dro d’ezi, ez eus farbourziou ha kêriou all, enno labouradegou bras, teuzerezou-houarn, goveliou, forniou glaou-teuzerez, hag all. Er vro-se eo en em gav ar goveliou-houarn pouezusa a Vreiz-Veur. Dowlais, Tredegar, Cyfarthfa, Penydarren a zo da lakaat a-renk gant Essen en Alamagn, Creusot e Gall, Pittsburg er Stadou-Unanet.'
Plijus e vije bet m’en dije roet Vallée muioc’h a amzer da daolennañ ar pezh a voe bet gwelet gantañ, kentoc’h eget chom da gontañ istor ar vro.
Er Greizenn Gembraeg nevez e Pontmorlais eo e voe dalc’het hon devezh-studi hag hon emvod-bloaz. Kavet em eus dudius-meurbet ober tro kêr, rak Pontmorlais zo paour da welet hag e stad fall, met leun a savadurioù bras a laka anat al lorc’h hag ar vuhez a oa eno gwechall a-raok diskar ar greanterezh hag ar poulloù-glaou. Soar zo un templ hag a zo bet nevesaet, met e-kichen, chapel kaer ar Vetodourien Wesley, livet gwenn ha gant e anv livet e glas, a zo bet stal hag a zo bremañ da werzhañ. E-tal ar vatimant-se ez eus un ostaleri dilezet. Fiñvskeuti kozh ar C’hastell zo geot o vountañ diouzh ar faoutoù en e vogerioù, Sal ar Gontelezh, ur savadur meurdezus graet e brik ruz, zo goullo ha war-nes kouezhañ en e boull, ar mell C’hoariva ‘Royal’ zo trist da welet ha ti ar YMCA prest da vezañ pe diskaret pe adsavet. Ar pezh zo anat, ne vefe ket fun da chom ennañ... Pontmorlais a zo ken disheñvel ha ma c’hallfe bezañ diouzh Bae Kerdiz ha diouzh ar skeudenn a Gembre a glasker he c’hinnig, da lâret eo hini ur vro hag a warez he glad hag he sevenadur. E kreiz pep tra e seblante ar stal levrioù ha pladennoù kembraek e Sal Soar bezañ un oaziz. Na brav e oa klevet kement a gembraeg eno! Ur c’hemm anat a oa ivez etre ar gêr hag ostaleri an Dic Penderyn e-kichen, rak bras, aeset ha leun a glianted e oa.
Unnek a dud a oa deuet da heuliañ ar c’hentelioù brezhoneg: Lynne Davies, Gary Bevan, Lionel Hughes, Gerard Roll, David Hale, Iestyn ap Robert, Nic ap Glyn, Dafydd Frayling, Marc Tomos Davies, Jamie Bevan ha Nona Evans, hag ar gelennerien a oa Janig Bodiou (al live uhelañ), Lena Peron (al live kreiz) ha Rhisiart Hincks (an deraouidi). Daoust ma ne oa ket niverus-tre an dud deuet da studiañ brezhoneg, ne oa ket re fall kennebeut, hag en em glevet a raent mat. Un degemer eus ar c’hentañ hon eus bet gant Jamie ha gant tud all ar greizenn, ha trawalc’h a de hag a gafe hep komz eus ar gwestell kembreat hag ar gwestell-sec’h... An darn vrasañ ac’hanomp a oa aet da bakañ merenn d’an Dic Penderyn.
En emvod-bloaz e oa Marc, Jamie, Nic, Nona, Lynne, David, Dafydd a Rhisiart (a oa er gador hag a savas an danevellskrid).
1. Lennet e voe rentañ-kont emvod-bloaz 2008.
2. Lennet e voe ul lizher bet kaset gant an deñzorierez, Sarah Rolwes, o tisplegañ perak e felle dezhi reiñ he dilez. Divizet e voe kas dezhi hor gwellañ gourc’hemennoù hag he zrugarekaat evit meur a vloavezh labour.
3. Anvet e voe Nic ap Glyn evel teñzorier nevez.
4. Lennet e voe danevellskrid an deñzorierez ha diviziet e voe feurmiñ ur stand en Eisteddfod y Bala. Klasket e vo kaout muioc’h a varc’hadourezh da werzhañ eno, dreist-holl t-cheurtoù ha tasoù.
5. Ar re en emvod a gave dezho ne dalveze ket ar boan klask prientiñ ul lotiri, dre ma’z eus re a lotirioù war tachenn an Eisteddfod hag ivez o vezañ ma’z eo ken diaes kendrec’hiñ an embregerezhioù da ginnig deomp prizoù – gwashoc’h c’hoazh e c’hallfe bezañ gant enkadenn an armerezh.
6. Trugarekaet e voe Jamie evit hor pediñ da Greizenn Soar. Ar re war al lec’h a gave dezho e talavezfe ar boan derc’hel tra pe dra evit ar brezhoneg eno c’hoazh, met lavaret e voe ivez e vefe fur derc’hel an emvod-bloaz a zeu pe en Aberystwyth pe en Hanternoz, a-benn reiñ tro da dud all da gemer perzh.
No comments:
Post a Comment