21/02/2009

Lidan Gouel Divi, Sant Patron Kembre, e Lannuon, 2009

Ti-kêr Lannuon, Kevredigezh Breizh-Kembre, Poellgor Gevellian Lannuon-Caerffili, Kreizenn Sevenadurel Lannuon, hag ar c'hlub rugby zo bet o kenlabourat evit sachan evezh Breizhiz war gouel broadel Kembre a vez dalc'het bep bloaz d'ar c'hentan a viz Meurzh, deiz Sant Dewi (Divi).

D'ar sadorn 21 a viz C'hwevrer e vo digoret un diskouezadeg war al liammou mor etre Kembre ha Breizh. Anv an diskouezadeg eo 'De Cardiff a Trignac' ha dalc'het e vo er Vediaoueg. Ur gaozeadenn evit digerin a vo etre 5 eur ha 6 eur.

Ivez d'ar sadorn 21 a viz C'hwevrer e vo kanerien e chapel Santez Anna adalek 8eur15 noz. Isobel Hazelgrove ha Tara Mackenney a gano a capella un dibab kanaouennou a Iwerzhon, a Gembre, a Vro-Skos hag a Vreizh.

D'ar merc'her 25 a viz C'hwevrer e sal ar Greizenn Savidan, Lannuon, e vo diskouezet ar film kembraeg (istitlet) Hedd Wyn, a gont istor gwir ur barzh yaouank a voe lazhet er Brezel 14, un istor damhenvel ouzh hini Bleimor eta, daoust ma ne oa ket ofiser ar barzh kembraek. Lazhet e voe d'ar 17 a viz Gouhere, 1917.

D'ar gwener 27 a viz C'hwevrer e vo tro da welet ar c'hoari rugby etre ar Frans ha Kembre diskouezet war ur skramm bras er Greizenn Savidan. Da nav eur noz e krogo an abadenn-se.

Gouel Dewi zo evit gwir d'ar sul kentan a viz Meurzh ha kenteliou kembraeg a vo kinniget neuze evel lod eus oberiantizou Festilangues.

No comments: