08/12/2008

Gourdrouzet ar brezhoneg e Plougerne

Maer barrez Plougerne en deus divizet kemm anvioù lec'h Plougerne, en ur skarzhañ kement hini e brezhoneg. Da skouer, Lostrouc'h e Lila a deufe da vezañ... Rue des hortensias! Goulennet en doa digant ar skipailh a laboure war ar katres e vefe anvioù "100% e galleg."N'an neb hag a anavez un tamm eus istor ar barrez ez eo mezhus emzalc'h ar Maer, ha chalus evit dazont ar brezhoneg ouzhpenn.

Goulenn a reomp, annezidi PLougerne, sikour diganeoc'h evit enebiñ ouzh ar raktres-mañ. skrivañ d'ar maer war-eeun a c'hellfec'h ober:

Aotroù Lesven,
Ti kêr Plougerne,
Rue du verger,
29880 Plougerne.

Skignit ar gemenadenn-mañ ar muiañ ma c'hellit-ezhomm bras hon deus e uife ar bed a-bezh penaos e tremen an traoù e Breizh.


trugarez evit ar c'henskozell,

Ffran May-Prigent

evit ar strollad "Gardiens de mémoire"

No comments: