15/09/2008

Breizhiz o klask tud prest da eskemm o zi da vare Eisteddfod y Bala 2009

Emaomp e soñj mont, va gwaz ha me, d’an Eisteddfod a vo dalc’het e Bala e penn kentañ miz Eost 2009. Chom a rafemp e-pad div sizhunvezh e Kembre, sizhun diwezhañ miz Gouere ha sizhun kentañ miz Eost. evit kerzhet er menezioù ha mont d'ar gouel.
Meur a wech hon eus bet tro da ober eskemmoù ti (Kembre, Izel Vroioù, Portugal) ha bewech omp bet plijet gant an doare-se d’ober anaoudegezh gant ar vro hag an dud tro-dro.
E Kemper emaomp o chom. Bez emañ hon ti en ul lec’h sioul, un tamm war ar maez (3 km eus kreiz kêr).
Ur geriadenn a vent etre eo Kemper (60 0000 den), lec’hiet e Merwent Breizh, 20 km bennak eus ar mor, lec’h ma kaver traezhennoù bras ha brav. Bev-buhezek vez Kemper e-pad an hañv, gant gouelioù folklorel e-leizh e kêr ha tro-war-dro.
M’emaoc’h dedennet da eskemm ho ti ganeomp er mare-se, grit deomp da c’houzout dre skrivañ d’ar chomlec’h-mañ : anna.ar.beg@wanadoo.fr

No comments: