D'ar Sadorn, 20 a viz Gwengolo e vo dalc'het ur vodadeg miliadoù a dud e Naoned da vanifestiñ evit ar gwir da virout ha da ziskouez o sevenadur hag o yezhoù (da lavaret eo ar brezhoneg hag ar gallaoueg), koulz hag evit distro an departamant Liger-Atlantel da Vreizh hag evit ar galloud da velestriñ aferioù diabarzhel Breizh. Kregiñ a raio war Blasenn Viarme da 2eur d'enderv, da vont war-raok da 3eur.
Ur fest-noz a vo dalc'het da-c'houde etre 6eur ha 10eur da noz, gant Bagadoù, Cercles Celtiques, Nolwenn Korbell, Alan Stivell, Gilles Servat, Jean-Louis Jossic, Pascal Lamour, Blain/Leyzour, Iwan B, Yann-Fañch Kemener, Kanfarted Magor, Loereu Ru, Gwennyn ha Patrice Marzin, Dédé Le Meut ha kasourien, Gweltaz Adeux, Sophie Le Hunsec hag Ar Baragouineurs. War an dachenn, evel-just: ur bar, boued, standoù kevredigezhioù sevenadurel Breizh.
No comments:
Post a Comment